Navigated to Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20

Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20

June 30
13 mins

Episode Description

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :

Neventioù « Splann ! »

  • Kaset e oa bet ar media enklask dirag ar lez-varn get ur lobby galloudus a labour àr ar c'hig-moc'h. Da-heul un enklask, da lenn aze. Doéré mat a zo: nullet eo bet klemm Philippe Bizien get ar lez-varn.
    

Doéré arall

  • Idemia, un embregerezh e-dan ensell ar lez-varn broadel àr ar c'hontoù, a resev yalc'hadoù publik a-berzh Kumuniezh-kumunioù Gwitreg.
    
  • Saotret eo dour an Aber-Ac'h a-gaoz da uzin laezh Even.
    

Dastumet evidoc’h

  • Implijet eo bet teknologiezh digejañ an dremm( reconnaissance faciale) get Photorunning, hep kelaouiñ an rederien.ezed. 
    
  • AC ar gevredigezh enep-korupsion a gas "Tout commence Finistère" dirag ar lez-varn.
    
  • Breizh, +4°C ken 2100...
    

Muioc’h en deiziataer, ha raktres astenn uzin Fenétréa e Benion e koad brekilien e fin ar podkast.

Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.

📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù : les lectures de « Splann ! », les docus de « Splann ! » et les entretiens de « Splann ! ».

💸 « Splann ! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.

✒️ Titouroù da gas deomp ? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.

👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial : Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, Bluesky, Threads, X et YouTube.

📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg !

See all episodes